Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —

Escop a reas renta d’ar relegou-ze an holl henoriou a elle da lacat renta dezho. Goudeze e cassas da Rom relegou ar verzerien hag an holl scrijou great divarbenn ho merzerinti.

Ar Pap Urban eiz, pa ziscleriaz eurus Santez Mari-Madalen Pazzi, a gasas da leanezet Carmez, da Florans, eur groaz e pehini e lavare en doa laket eun tam euz ar guir groaz, eun tam euz a relegou Mari-Madalen Pazzi, hag ive eun tam euz a relegou Mari-Madalen merzeriet er Japon dre an tan. Evelse ar Pap Urban eiz en doa en eun doare bennag, discleriet eurus ar verc’hez-ma euz ar Japon.

IX

An teir maouez Madalen, Jannet hag Agnez, hag ar potrig Lois, a dlie eta beza staget oc’h ar groas. Gortozet e voue an deis da zont evit ho lacat d’ar maro. Laket e vouent var doare grivizi evit na vije ket red dezho bale hag evit na vije ket great a zismegans dezho en eur vont. Ar vech kenta oa marteze ma lakeat gragez a reng huel evelse d’ar maro ; hogen ar verzerezet n’en em glement ket. Caout a rea dezho zoken e voa re a zamant evitho, ha mam Taquenda a c’houlennas beza tachet oc’h ar groaz evit beza henveloc’h oc’h hor Salver. Hogen ar vourrevien a lavaras n’o devoa ket bet an urs-ze, hag e voue staget gant kerdin ervez ar c’hiz. Savet e voue neuze he c’hroaz, hag ac’hano an Itron caloneg-ze a brezege, d’ar re a voa deut da zellet, a enep fals relijionou ar Japon. Ne voue ket lezet pell da goms. Eur bourreo a roas dezhi eun taol goaf pehini he gouliaz ep he laza ; mes eun eil taol a dreuzas dezhi he c’halon.

Loizig hag he vam a voue staget goude ha savet an eil dirag egile. Madalen a gourache he map.