Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 246 —

ieas d’en em lacat en he za e tal he beul, ha dioc’htu e voue staget outhan.

Ar re all a ioa staget araog, ha kerkent e voue laket an tan er c’hoat tri zroatad dioc’h ar verzerien.

Eur c’hristen a ioa en em silet tost d’an tan, en em lakeas neuze da brezeg dezho gant cals a ners, ha da ziskuez dezho eur baniel a ioa varnezhi skeuden hor Zalver stag oc’h ar pilier eveldo ; lavaret a rea dezho derc’hel ho daoulagad var ar skeuden-ze a ziskueze dezho en doa eun Doue great evitho ar pez a reant brema evithan.

An tan a voa neuze o cregi, hag e savas eur vogeden ken teo, ma vouet eur pennad ne velet netra. Dre ma creske an tan ar moged a vianee, ha souden e voue gallet guelet ar verzerien e creiz an tantad. Nicun ne falgalonas ; nicun ne loscaz eur glemaden, hag an oll a jome sebezet o sellet outho ; den ne lavare eur ger. Pa voa maro lod anezho, hag ar re all dare da vervel, e tigouezas daou dra hag a grescas c’hoaz an estlam.

Map Adrien, Jakezig, a voa dêvet al liamou laket d’he staga, hag ar bugel kez n’en doa bet nemeur a zroug c’hoaz, evit doare. Her guelet a rejor o redeg e creiz an tan flam, a dreuz ar glaou ruz. Cridi a rejeur ne alle mui gouzaon ar c’hrouez euz an tan, hag e claske tec’het kuit. Crial a rejot outhan kemeret courach. Hogen ne ket tec’het eo a glaske ar bugel, mes mont da gaout he vam. En em lacat a reaz d’he briata evit mervel etre he divrec’h. Ar vam vad-ze a zonjet a voa maro : hogen neuze e savaz c’hoaz eun tam buez enhi. Ancounac’haat a reaz he foan he unan evit rei courach d’he map da zerc’hel mad beteg ar maro. Souden ar potrig a goezaz e kichen he zreid, hag hi a goezaz ive dioc’htu varnezhan, hag e varfchont ho daou er memez amzer.