Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

euz an heur vad o doa da rei ho buez evit Jesus-Christ. Lod all a zave ho daouarn etrezeg an Env evit goulen dezho ar c’hras hag an ners da zerc’hel mad. An darn-vuia a veule Doue, a gane canticou, hag ar c’harter oll a dregarne gant mouez an daou-uguent mil gristen-ze.

Pa vouent digouezet var an dachen, an daou-ugent mil gristen en em rencas ker buhan hag eur vanden zoudardet desket mad. Ar verzerien kerkent ha ma veljont ar peuliou ous pere e tlient beza staget, a redas d’ho briata. Eis peul a ioa plantet en douar, ha var an eis peul ze oa savet eun doare coatach hag eun doare toen, ar pez a rea eun doare cardi var greiz an dachen a zirag prenecher palez ar Roue.

Epad ma reat ar pourchaz evit ar verzerinti, Leon a zavas var an doare toen tolet a dreus var ar peuillou, hag ac’hano e comzaz evelen d’an niver braz-ze a dud deut da zellet : « Va breudeur, guelit pegement a nerz a ro ar feiz da dud dister eveldomp ni. O velet pourchaz evidomp eun tourmant ker criz, ez omp carget a levenez hag ec’h esperomp e cresco c’hoaz hon levenez pa vezimp e creiz an tan. Ar re eta n’int ket christenien a dle sonjal pe ger braz eo santelez ha vertuz eur Relijion a zao ac’hanomp kement azioc’h an dud all. Evidoc’h-hu, hor breudeur e Jesus-Christ, na strafuillit ket o velet an tan oc’h hon devi. An tan ne rai nemet hon lacat da c’hounit buanoc’h ar gurunen ; pe kentoc’h ar c’hras eo a rai deomp trec’hi nerz an tan, hag eur momet bennag a boan a rai deomp caout eur c’hloar hag eun eurusdet hag a bado ato. »

D’ar c’homzou-ze ar gristenien en em lakeas da stracal ho daouarn, ha neuze Leon a ziskennaz, a