Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

En eur ger, unan epken, ne ket dre ma zeo kemesket enhan an diou natur, mes dre ne reont enhan nemet eur person.

Rag, evel eun ene skianteg hag eur c’horf ne reont nemet eun den, evelse Doue hag an den, en hor Zalver, ne reont nemet eur C’hrist. En deus gouzanvet evit hor savetei, a zo diskennet d’an iferniou, a zo savet an trede deiz a varo da veo.

A zo pignet en Envou, hag azezet en tu deou da Zoue an Tad oll-galloudeg ; ac’hano e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Pa deui, an oll dud a dle distrei e buez gant ho c’horfou, hag a dle renta kont pephini euz he oberou.

Hag ar re o devezo great ar mad, a ielo d’ar vuez eternel ; ar re avad o devezo great an droug, a ielo d’an tan eternel.

Setu aze ar greden gatolik ; piou bennak n’he miro ket difazi ha ne zalc’ho ket stard dezhi, ne oufe ket beza salvet.

————


Eur skeuden pe eun imach euz an Dreinded Santel.
————

Doue, ervez ma lavar an dud gouezieg, ar scrifagnerien kristen, en eur groui ar bed-ma, en deus laket he skeuden pe he imach e kement tra en deus krouet. Unan euz ar skeudennou-ze a gavomp er bed he unan eleac’h ma velomp tri zra hag a brezek deomp galloud ha furnez ar c’hrouer, daoust pe ni a evesai outho ho zri var eun dro, pe ni a evesai outho hini da hini ; an tri zra burzudus-ze eo an Env, an douar hag ar mor.