Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 243 —

nezhi grasou an Env, a voestlas chom bepret guerc’hez. An demezel-ze a voa euz a Goree, hag eur verc’h a speret, ouspen ma voa euz eur renc huel. O veza deut da veza pried Jesus-Christ, e sante en he c’halon eun ners guest da drec’hi kement a alje stourm outhi. An Impalaer a reas he oll c’hallout evit e gounit, mes morse ne ellas dont a benn anezhi. Erfin he lakeaz etre daouarn eur vanden soudardet pere he c’hassaz euz an eil enezen d’eben gant diou vignonez dezhi Lucia ha Clara, hag e lezaz he unan en eun enez eleac’h n’oa nemet eur pesketaer paour bennag o chom e coz lochennou. Poan e devoue o caout eun toul evit mont euz a zindan an amzer, hag e tremenaz eno daou-ugent vloaz o veva evel eun æl. Eun dra epken a rea nec’h dezhi, hag oa defot na doa bet laket d’ar maro : hogen an Tad Pasio, a gompagnunez Jesus o veza scrifet dezhi ec’h anaveze an iliz evit merzerien meur a hini ha n’oant bet nemet harluet, ne devoue mui a velconi gant kementso, hag a vevas e peoc’h.

VIII

Bez’e voue ive merzerien neuze e Rouantelez Arima. Daou vreur, Thomaz ha Mathiaz, ha Martha ho mam, hag ho bugale, Jakez ha Just a voue dibennet an 28 a vis Genver 1613. An 27 a Ebrel, ar Roue a lakeas laza en ho guele daou vreur iaouanc dezhan. Ar 5 a viz Here ar Roue a gondaonas d’an tan tri zijentil hag ho zad ; eiz oant etrezho ; Adrien, ha Jannet he c’hreg, Mari Madalen he verc’h e doa en em voestlet da jom ato guerc’hez, ha Jakez he vap pehini n’en doa nemet daouzeg vloas. Leon Faïuxida ha Martha he bried, Leon Taquendom hag he vap Paul, den iaouang a zeis vloas varnugent.