Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 240 —

en ho raog, hag e penn pep ru ec’h encante en doa an impalaer condaonet an dud-ze d’an tan abalamour ma voant christenien. Ar verzerien ive a lavare : Guir eo, mont a reomp da vervel evit an hini en deus roet he vuez evidomp ; ha bep an amzer e crient oll a eur vouez : Bevet Jesus ! Lavaret a reant goudeze traou ker caer ; diskuez a reant kement a laouenidigez ma lakeant an oll da vouela.

An tantad a ioa pourchaset e meaz a gær. Pa zigouezaz ar gristenien eno, e veljont croaziou plantet en douar, ha berniou keuneut destumet en dro dezho. Ho levenez a grescas c’hoas neuze hag e tiskenjont scanv braz euz ho c’hirri. Staget e vouent neuze daou ha daou oc’h ar c’hroaziou, an eil troet oc’h egile, ar voazed hag ar merc’hed disparti ; ar vugale vian a voa e kichen ho mamou. Ar moged a dlie da genta mouga ar verzerien ; mes pa oa eat ar moged en he dro ha pa voa deut an noz e vouent guelet sclear, ho daoulagad savet etrezeg un Env. Chom a reant ep finval e creiz ar fourniez ruz-ze, hag e vije lavaret e tanveant dija joaiou ar barados. Eun nebeut goude e vouent clevet oll var eun dro o cana meuleudi da Zoue, ar pez a ieas bete gouelet an oll galonou ; hag ar pez ho zenereas c’hoas muioc’h oa guelet ar mamou keiz, e creiz an tan, o kemeret soursi euz ho bugale, hag oc’h ancounac’haat ho foan ho unan evit bihanaat hini an elezigou-ze. Ober a reant stad anezho, gant ho daouarn e pelleant ar flam dioc’h ho bizach ; poket a reant dezho ha sec’ha ho daelou, hag e lavarent dezho a bep seurt comzou brao ha kaloneg evit rei courach dezho da c’houzaon eur pennadig eur boan hag a dlie ho c’has da eun eurusdet eternel. Mervel a rejont oll an eil varlerc’h egile, ha dre ma varvent, an daelou hag an huanadou a greske etouez ar re a voa o sellet.