Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 238 —

dioc’h-tu, hag ep diskuez an distera tam strafuil, en em lakejont da bourchas pep tra evit ar sacrifis. Ervez urz ar roue e tlient beza var al leac’h pa vije dibennet Taquenda.

Pa voue pourchaset pep tra, Agnez a ieas da gaout he fried, en em lakeas d’an daoulin dirazhan, hag her pedaz da drouc’ha dezhi he bleo ; « rag, emezhi, ma na vezan ket laket d’ar maro ganeoc’h, e fell din kuitat ar bed. Taquenda n’en doa ket a c’hoant da ober kementse, mes he vam her pedas da zenti oc’h he bried, hag her greas. Eun dijentil hag a voa bet kristen hag en doa goudeze dinac’het ar guir feiz, a deuas da di Taquenda var ar brud ez ea da veza laket d’ar maro. Pa velas pegen eurus en ent gaf eur guir gristen da rei he vuez evit Doue, pa velas Taquenda o vont d’ar maro evel da eun eured, e voue scoet en he galon ; redek a reas da vriata ar merzer, hag e tistroaz oc’h Doue.

Taquenda a drugarekeaz Doue euz ar c’hras-ze a rea dezhan araog mervel. Goude beza pedet, briatet he vam hag he bried, roet gobr d’he zervicherien, e soublaz he benn dirag ar bourreo, ha dibennet e voue gant eun taol an nao a vis kerzu.

An diou Itron o devoue ners kalon avoalc’h evit chom da zellet dibenna er merzer, hag evit mont goudeze da zestum he benn ha da boket dezhan. Pedi a reant Doue, dre verit eur maro ker presius, da rei dezho ho unan ive ar c’hras da ober ar sacrifis euz ho buez. Goudeze en em denjont en ho c’hambr, hag e tremenjont an deiz oll er beden, o c’houlen ar c’hras da c’houzaon ar verzerinti. Dioc’h an noz e vouent souezet o velet o tont d’ho zi intanvez Minami, hanvet Madalen, gant eur bugel seis pe eis vloaz hanvet Lois. Ar potrig-ze a voa map da eur breur da Vadalen. Hi hag he fried o doa he geme-