Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

abalamour d’ar feiz. Hag evit guir en em dennaz e ti he breur a voa prins en Omura. Hogen he fried he c’harie cals. Pa vouezas peleac’h oa eat, ez eas d’he c’herc’hat, hag e touas dezhi he lesje da heul he relijion evel ma carje. Etouez ar bopl, c’huec’h prins gant tud ho zi hag ouspen c’huec’h cant christen a ieaz anezho ho unan d’an harlu. Ar roue n’edo ket o c’hortos kementse ; habascaat a reas dezhan, hag e lavaras dezho distrei d’ho bro.

An ners-calon-ze eus ar gristenien, ha lidou divalo a voue er bloavez-ze etouez ar baianet a lakeaz eun niver bras da drei kein d’an idolou. Bete deg mil ha triugent paien en em c’hreas christen var eun dro. Daou roue, roue Fingo ha roue Mino a labouras mui evit missioner ebet da c’hounit an eneou-ze da Zoue. Hogen roue mad Fingo o veza bet lazet en eur vrezel, he rouantelez a goezaz etre daouarn eur roue paien, hag hema a fallas dezhan lacat ar gristenien da azeuli ar memes idolou gantha. Evel ma lavarent crenn ne rajent ket, e lakeas cregi e daou anezho a voa a lignez huel, Ian Manimi ha Simon Taquenda. Ar vignonet o doa an daou gristen-ma etouez ar baianet a reas kement a aljont evit ho lacat da zenti oc’h ar roue, pe da viana da ober neuz da zenti. Ar pez a gavent iskiz oa guelet priejou ann daou gristen ha mam unan anezho ar re genta oc’h ho alia da zelc’her mad d’ar feiz. Lavaret a rejont kementse d’ar roue, hag ema a roaz urz dioc’htu da gas an daou gristen da eur bourg a dost, hanvet Cunamoto, d’ho dibenna eno, ha da staga an teir maouez oc’h ar groas.

Kerkent ha ma teuas kelou euz an urs-ze, Minami ne c’hortozas ket ma teujet beteg enha, hag a ieas anezhan he unan da Gunamoto. Mont a reas ractal da di ar gouarner. Hema a voa he vignon hag