Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

Ar Mab a zo euz an Tad epken ; ne deo na great na krouet, engehentet eo avad.

Ar Speret-Santel a zo euz an Tad hag euz ar Mab ; ne deo na great, na krouet, nag engehentet ; dont a ra avad euz an daou ferson all.

Eun Tad eta a zo ha ne ket tri Dad ; eur Mab, ha ne ket tri Map ; eur Speret-Santel ha ne ket tri Speret-Santel.

Hag en Dreinded-ze n’eus nag araok na varlerc’h, na brasoc’h na bianoc’h ; an tri ferson-ze zo ker koz ha ker koz ha kement ha kement ho zri.

En hevelep doare ma tleomp dre oll, evel ma on eus lavaret diaraok, cridi ez euz en Dreinded eun Doue epken e tri ferson ha tri ferson en eun Doue.

Setu eno-ta petra a dle da zonjal ha da gridi euz an Dreinded an nep a fell dezhan beza salvet.

Evit beza salvet eo red ive cridi ep douet ebet ez eo Jesus-Christ hon Aotrou en em c’hreat den.

Ar guir feiz eo eta cridi hag anzao ez eo Jesus-Christ hon Aotrou, map Doue, Doue ha den.

Doue eo engehentet araog an oll amzeriou euz a natur he Dad, ha den eo ganet en amzer euz a natur he Vam.

Doue parfet, den parfet, eun ene skiantek dezhan hag eur c’horf evel an dud.

Kement hag he Dad evel Doue, bianoc’h eget he Dad evel den.

Hag evithan da veza Doue ha den, ne d’eo ket gouskoude daou Grist, eur C’hrist epken eo.

Unan epken, ne ket dre ma zeo troet natur Doue e korf, mes dre ma zeo savet natur an den bete Doue.