Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —

Goude ma voa bet cresket ha bianeet meur a vech niver ar re a voa laket er prizon, en em gafchont da veza pevar varnugent. Eun dervez ma voa eun ofiser o c’helver pephini anezho dre he hano, unan anezho, hanvet Mathiaz, a voa eat da ober eur gefridi bennag. Eur micherour, hanvet ive Mathiaz, a respontaz eleac’h egile, hag a voue laket en he blas, evel ma voa bet laket Sant Mathias guechall e reng an ebestel.

IV

Etouez ar gristenien condaonet d’ar maro ez oa tri bugel hag a lekeas souezet an oll dre ho c’hourach. Unan anezho, hanvet Lois, n’en doa nemet daouzeg vloas. An daou all, hanvet Anton ha Thomas, n’o doa ket ouspen pemzeg. Respont a reant an oferennou e ti an tadou a urs Sant Fransez, hag ho hanoiou a ioa bet kemeret gant ar re genta. Ma carjent gouscoude oant bet lezet ; n’oa ket bet a c’hoant zoken da gemeret hano Loizic. Mes kement a reaz o vouela hag ho pidi ma voue laket he hano. Goudeze e voue lavaret dezhan meur a vech tec’het ; hogen morse ne falvezaz dezhan hen ober.

An trede a vis genver 1597, var dachen Meaco, e tliet troc’ha ho fri hag ho diouscouarn d’ar verzerien. Ar gouarner ne voa ket eun den criz, ha ne lakeas troc’ha dezho nemet eur pennad euz ho scouarn gleiz. Evelse goloet a c’hoad, e vouent laket e kirri, ha casset a gær da gær bete Nangazaki, eleac’h ma tlient beza staget oc’h ar groas. C’hoant a ioa, oc’h ho c’has evelse da ziskuez, da ober aoun d’ar gristenien ; hogen ar c’hontrol a c’hoarvezas. Ar guel zoken euz an tri bugel a lakea beteg ar baianet da gaout truez outho, ha meur a hini en em rentas christenien. Daou gristen, hag a zigase d’ur