Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

so unan anezho evit ar relijion, hag egile evit an armeou. An diveza-ma en deuz hirio ar muia gallout, hag a eller da lavaret eo ar Mestr bras, rag an ners a zo etre he zaouarn. Ar Rouanedigou-se, ar re anezho dreist oll ne ket falvezet dezho dont da veza christenien, a ra alies brezel an eil d’egile. Beza Impalaer an armeou, pe evel ma lavarer eno, Taïcosama, a so eur reng c’hoanteet gant ar brinset paien, ha meur a hini a bign d’ar garg-ze dre drubarderez, dre vrezel, dre zispac’h, dre ar muntr. Unan euz ar re o doa aloubet ar renc kenta-ze dre nerz ha dre dorfejou, e voue ar c’henta oc’h en em gemeret oc’h ar gristenien hag ho clasc ho distruja.

Ar penn abeg euz ar gounnar a gemeraz oc’h ar guir religion hag oc’h ar gristenien, e voue ar geier hag ar fals-testeniou douget a enep ar vissionerien gant protestantet a Holland hag a vro-zaoz eat da ober kenvers d’ar vro-ze.

III

Lavaret a rer ive e tigouezaz er mare-ze gant eul lestr a Spagn beza taolet gant an avel hag ar goal amzer var aodjou ar Japon. Al lestr-ze a ioa marc’hadourez pinvidig enha, hag ar Japoniz a grogaz enho hag ho aloubaz evit an Impalaer. Cabiten al lestr a falvezas dezhan ober aoun d’ar Japonis. Clasca reaz eur garten var behini eo merket ar broiou, hag eno, evit rei dezho da anaout pe ger gallouduz oa Roue Spagn, e tiskuezas dezho var begement a vroiou e voa Mestr. Impalaer ar Japon a lakeas goulen outhan penauz e c’helle Roue Spagn beza deut da veza Mestr var gement a vroiou, hag ar martolod reuzeudig a respontas : « Cas a rer, emezhan, missionerien da brezeg ar feiz da eur vro, ha pa o devez gounezet eun niver braz a dud d’ar Relijion, e casser