Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

gant pere e sonch deoc’h em eus kemeret perz en ho sacrifisou milliget.

Maxim. Tennit dezhan he zent, neuze troc’hit beteg ar c’hrizien an teod-ze en deuz losket kement a vlasfemou. Goudeze devit anezho ha tolit al ludu en avel, evit na c’hello na goas, na maouez euz ar re a heuil ho relijion fall ho destum nag ho miret evel traou santel ha prisius.

Casit anezhan en dro d’ar prison, da c’hortoz ma vezo dispennet ha lonket gant al loenet gouez var dachen an ebat.

Ar verzeiien santel o devoa gouzanvet tourmanchou ker criz, ho c’horfou a ioa laket en eur stad ken truezuz ha ker scrijus, ma en devoa aoun ar barner na vijent ket beo abenn ar c’hoariou hag an ebatou a dlie beza roet d’ar bobl. Setu perag e c’hourc’hemennaz ho rei dioc’htu antronoz.

Pa voa echu trede barnedigez ar verzerien santel, Maxim a lakeas kemen ar belek bras Terensian en devoa ar gark da deleur evez oc’h ar c’hoariou hag an ebatou a roet d’ar bobl, hag e c’hourc’hemennas dezhan rei ar c’hoariou antronoz Mont a reaz eur bobl ep niver d’an dachen eleac’h ma roet ar c’hoariou-ze, hag a ioa eur c’hardeur bale dioc’h kær Anazarb. Cals klezeidi (gladiatourien) a gollaz eno ho buez, lazet pe lonket gant al loenet gouez. Ar gristenien en em zalc’he var eur menez e kichen, hag ac’hano ec’h eveseant oc’h kement a dremene, hag e c’hortozent en eur grena, ma vije echu stourmad ho breudeur.

Erfin ar gouarner a gasas lod euz he c’hoardou da gerc’hat ar verzerien a ioa bet condaonet d’al loenet. An tourmanchou o doa gouzanvet o doa ho laket en eur stus ken truezus, ma ne c’hellent ket en em zerc’hel var ho izili. Red e voue ho dougen da dachen an ebatou.