Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 221 —

ez eo henvel an dud oc’h an Doueou a zervichont. Doue r’ho parno, barner disleal. »

Maxim a reas laoat an tan e torchadou paper, ha gantho e voue devet cof ar merzer. Goudeze e voue devet dezhan he viziet gant poentennou lem ruziet en tan. Ar barner, o velet ne c’hellet ket he lacat da devel, a lavaras dezhan :

— Arabat eo dit gortoz e varfez en eur vech ; beva a ri beteg an deis merket evit ar c’hoariou, evit ma veli da izili lonket an eil varlerc’h egile gant loenet gouez ha cris.

Andronic. C’hui zo crisoc’h eget an tigred, ha muioc’h a zec’hed goad oc’h euz eget an dorfetourien vrasa.

Maxim. Digorit dezhan he c’hinou, ha lakit enhan traou bet kinniget d’an Doueou.

Andronic. Guelit, ô va Doue, petra a rer din dre ners.

Maxim. Petra a liviri brema ? Setu tanvet ganhez ar pez zo bet kinniget var an aoter ; setu kemeret pers ganhez e sacrifisou hon Doueou.

Andronic. Gouezit, tirant ma zoc’h, ne vez ket saotret eun ene, pa rer da eun den, en despet dezhan, ar pez ma en deuz heuz outhan. Doue a vel gouelet ar c’halonou, hag a c’hoar ervad n’em eus ket roet va asant d’an traou milliget-ze.

Maxim. Bete peur e chomo ar froudennou diskiant-ze en da benn ? Da follentez n’hes tenno ket euz a dre va daouarn-me.

Andronic. Doue am zenno pa blijo ganthan.

Maxim. — Setu aze eun diotach all c’hoaz. Me lacai troc’ha dit da deod evit ober dit tevel.

Andronic. Me c’houlen diganeoc’h, evel eur c’hras, lacat troc’ha ar muzellou hag an teod-ma