Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/236

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

euz ar verzerien a gemeras skuer diouthan, hag a reas rebechou c’huero d’ho barnerien.

« Gouzanv a reant, eme sant Augustin, ho zourmanchou gant pasianted, anzao a reant ho c’hreden a vouez huel, hag en ho oll dourmanchou e talc’hent mad d’ar virionez. Guir eo e tistagent avechou eur gomz bennag evel biriou abers Doue a eneb an dud difeiz, hag ho lakeant evelse da gounnari, mes dre eno e pareent meur a hini, hag ho lakeant var hent ar silvidigez. »

Mad e ve sonjal e kementse o lenn hiniennou a responchou sant Andronic. Ober a ra rebechou d’he varnerien disleal, hag he gomzou a zo evel biriou tennet gant Doue varnezho evit ho skei hag ho dihuna.

Oc’h eun dra all c’hoaz e c’helfet evesaat o lenn buez ar verzerien-ma evel o lenn buez meur a verzer all. Guelet a reomp rei daou hano dishenvel d’ar memes kær. Neuze e reat ar pez a rer hirio ive avechou. An impalaered, ar c’habitened vraz a roe avechou ho hano da gæriou gounezet gantho dre vrezel, pe da gæriou savet a nevez pe caereat dindan ho ren, ha pa veze tremenet ren ar brinsed-ze, ar c’haeriou-ze, lod anezho, a zistroe adarre d’ho hano coz. Evelse e tigoueze ar pez oa eus guelet o tigouezout en hon amzer. Guelet on euz, evit skuer, kaer Pontivy o chench hano abenn diou vech, hag o tont adarre d’he hano kenta.

Distroomp brema da vuez hor Merzerien santel, ha guelomp trede barnedigez sant Andronic.

Ar gouarner, o clask touelli Andronic da zenti outhan, a lavaras dezhan oa deut dreist ar mare he zaou gompagnon da zacrifia d’an Doueou, ha zoken d’an impalaered.

Andronic. « Ober a rit micher eun den hag a ador Doue ar geier ; anaout a ran dioc’h ho keier