Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

varlerc’h an tourmanchou-ma ? Ha sot avoalc’h out-te evit credi e lezin ac’hanout da denna da halan eur momet epken ?

Prob. — Eur maro criz eo kement a c’hortozan diganeoc’h ; ha ne c’houlennan nemet enn dra digant an aotrou Doue, ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro da renta gloar d’he hano santel.

Maxim. — Me as lezo da langisa keit ha ma virit beza lezet eun den dizoue eveldout. — Casit anezhan alesse. Diouallit mad ar brizonierien-ze evit ne dai ket ho mignonet var ho zro. Ho espern a ran evit ar c’hoariou bras. Digasit din Andronic a zo c’hoas pennococ’h eget an daou all.

Ar re o devezo lennet Actou ar verzerien-ma gant evesdet, o devezo sonjet marteze e lavarent avechou eur goms bennak dipituz evit ar re ho merzerie. Daoust pe ger cris, pe gen disleal bennak ma voa ho barnerien, ar verzerien a gomze ato peurliesa outho gant ar brasa respet. Eun dever eo caout respet evit ar re zo ar c’hallont etre ho daouarn, hag ar re a zo speret Doue enho ne vancont ket d’an dever-ze. Mar lavare eta ar verzerien avechou eur ger bennag hag a c’halfet da gaout direspet, e tleomp sonjal eo ar Speret-Santel ho lakea da gomz evelse.

Na ancounac’haomp ket, pa lennomp comzou ar verzerien ar pez a lavar Jesus-Christ en he Aviel euz ar re a dlie gouzanv evit he hano :

« Pa viot dirag ar varnerien na vezit ket nec’het o clask gouzout petra a lavarot. Ne ket c’hui eo a gomzo ; ar Speret-Santel eo a gomzo enhoc’h, a lacai en ho kinou ar pez o pezo da lavaret : « Evelse sant Paol a c’halvaz he varner moger guennet, hag her gourdrouzaz euz a goler Doue. Hiniennou