Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

Maxim. — Lakit beriou da ruzia, ha devit dezhan he zivesker. Ahanta, Prob, n’eus ket eur c’horn en da gorf ha n’en defe bet he dourmant, hag e kendalc’hez ato en da follentez ? Reuzeudik, petra a c’hellez-te esperout ?

Prob. — Va c’horf am eus lezet etre ho taouarn evit savetei va ene.

Maxim. — Lakit tachou lem da ruzia, hat oullit dezhan he zaouarn gantho.

Prob. — Me ho trugareca, o va zalver, abalamour ma oc’h eus va c’havet din da gaout perz on ho poaniou.

Maxim. — Seulvui a dourmanchou a c’houzanvez, seul diskiantoc’h e teuez !

Prob. — Plijet gant Doue ne vijac’h ket scoet gant eun hevelep dallentez.

Maxim. — Ne c’hellez mui en em servichout euz a nicun eus da izili, hag en em glemez c’hoaz abalamour n’eus ket great dit coll ar guelet ? Broudit he zaoulagad dezhan, nebeut ha neubeut avad, bete ma o pezo toullet map he lagad.

Prob. — Setu me brema dall ; lamet oc’h eus diganhen daoulagad va c’horf, mes ne c’hellit ket lamet diganhen daoulagad va ene.

Maxim. — Hag e tisputez c’hoas ? sonch-ta ezout condaonet da eun dallentez hag a bado ato.

Prob. — Mac’h anavesjac’h dallentez hoc’h ene, en em gafchac’h reuzeudicoc’h egedon-me.

Maxim. — Da gorf ne dal ket dit hirroc’h eget he gorf da eun den maro, hag e comzez c’hoas ?

Prob. — Keit ha ma vezo eun tamik tomder, eun tamik buez er pezoc’h eus lezet ganhen eus va c’horf, ne eanin da gomz eus va Doue, ne eanin d’he vennigen ha d’he veuli.

Maxim. — Petra, sonjal a ra dit e chomi beo