Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —

Maxim. — Rusiit ar beriou c’hoas muioc’h eget ar vech kenta ha lakit anezho dezhan oc’h he gosteziou.

Tarac. — O Doue euz an Env, taolit eur zell varnhon, ha bezit va barner !

Maxim a reaz he gas adarre d’ar prizon, rag he espern a rea evit ar c’hoariou a dlie beza antronos. Neuze e lakeas digas Prob dirazhan.

Pa voa digoezet hema, ar gouarner hen aliaz adarre da zont da zacrifia. Mes evel ar merzer ne rea van evit an aliou-ze, e lakeaz he liana hag he zevel a istribil a bouez he dreit ; neuze e voue laket beriou rus glaou dezan oc’h he gosteziou hag oc’h he gein.

Prob. — Va c’horf a zo en ho callout. Plijet gant Doue an Env hag an douar sellet oc’h va fasianted hag oc’h an humilite eus va c’halon.

Maxim. — An Doue ma en em erbedez outhan en deuz he unan da laket etre va daouarn.

Prob. — Caret a ra an dud.

Maxim. — Digorit dezan he c’hinou, ha lakit enhan guin ha kik bet kinniget d’an doueou.

Prob. — O va Doue, guelit petra a rer din dre ners, ha bezit va barner.

Maxim. — Guelloc’h eo bet ganez gouzanv mil dourmant eget sacrifia, ha gouscoude setu te kemeret pers ganez en hor sacrifisou.

Prob. — N’oc’h eus ket izom d’en em fougeal euz ar pez oc’h eus great din ober a enep va bolontez.

Maxim. — N’eus fors, great ec’h eus ; promet din her gri a volontez vad, ha me da lezo e frankis.

Prob. — Gouezit ervad ha pa rafac’h lakat dre ners din em ginou kement zo bet kinniget var hoc’h aoteriou milliget, ne venn ket saotret evit

kementse. Doue zo test euz ar pez a rer din.

13