Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

Maxim. — Pourchasit tourmanchou nevez abenn kenta guech ma teuin d’am zribunal. Da c’hortos, chadennit mad anezhan, lakit-hen en toull dindan an douar, ha na lezit den da vont d’he velet.

E kær Anazarb eo e voue caset ar verzerien santel evit an trede guech dirag al lezvarn. Tarac, galvet da genta, a respontas ato gant ar memes ners calon. Ar maro, emezhan, a lakai eun termen d’ar brezel a rer din, hag a zigoro din dor an eurusdet. Seul hirroc’h ma pad va zourmanchou, seul vrasoc’h e veza va recompans.

Maxim o veza great he staga oc’h ar marc’h-coat, e lavaras dezhan ; Bez’e c’helfen goulen ma ve heuillet em c’henver lezen Dioklesian, pehini a zifen oc’h ar varnerien lacat ar zoudardet var ar marc’h-coat ; hogen ne fell ket din goulen ar privilach-ze evidon, ne ket lavaret a rafac’h eo falgaloni a ran.

Maxim. — Esper ac’h eus me voar vad da veza balzamet goude da varo gant ar merc’hed christen ; mes me a vouezo brao miret oc’h kementse.

Tarac. — Ober a c’hellit ar pez a blijo ganeoc’h eus va c’horf, hag epad va buez, ha goude va maro.

Maxim. — Rogit dezhan he vizach, ha troc’hit dezan he vuzellou.

Tarac. — O regi hag o tispen va bizach, oc’h eus roet eur genet nevez d’am ene. Creeat gant carantez Doue, n’em euz aoun ebet rag oc’h oll dourmanchou.

Maxim. — Lakit beriou rùs dezhan oc’h he zivron, ha troc’hit dezan he ziscouarn.

Tarac. — Va c’halon ne vezo ket nebeutoc’h eveziant oc’h coms Doue.

Maxim. — Diframmit ar c’hroc’hen divar he benn, ha goloit hen gant glaou tan.

Tarac. — Ha pa lacafac’h discroc’henna va c’horf oll, ne deuot ket abenn d’am distaga dioc’h va Doue.