Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/231

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

dirazoc’h, e voa pareet tre ar gouliou a ioa bet great din ar vech all. An hini en deus va fareet a c’hell va farea c’hoas.

Maxim da c’hardou ar prizon : Trubardet ma zoc’h, n’em oa-me ket difennet grons lezel den ebet da vont d’he gaout na da louzaoui he c’houliou ?

Ar Solier Pegas. — Me hen tou dre ho prasder, n’eus bet den var he dro, den n’en deus louzaouet he c’houliou. Dalc’het eo bet chadennet er c’horn pella euz ar prizon. Ma ne ket guir ar pez a lavaran, setu ama va fenn, me euteur coll va buez.

Maxim. — Penaos-ta brema n’eus na cleizen na roud ebet euz he c’houliou ?

Ar Solier. — Me ne ouzon ket penauz eo bet pareet.

Andronic. — Dall ma zoc’h, ne ouzoc’h ket ar medesin en deus va fareet a zo ker gallouduz evel ma zeo mad ha carantezus ? N’hen anavezit ket. Parea a ra, ne ket o lacat louzou, mes dre he gomz epken. Petra bennag ma chom en Env, ema gouscoude e pep leac’h. Hogen eur vech c’hoas, n’hen anavezit ket.

Maxim. — Ar c’homzou didalvez-ze ne raint vad ebet dit ; deus da zacrifia, pe ema great ganhez.

Andronic. — Ne c’hellan rei nemet ar memes respont ; n’oun ket eur bugel evit beza touellet oc’h va gourdous pe oc’h ober stad ac’hanon.

Maxim. — Na laca ket en da benn e vezi trec’h din-me.

Andronic. — Morse ho courdrouzou ne deuint abenn ac’hanon.

Maxim. — Me hen talvezo dit evit beza great fae var va gallout.

Andronic. — Ne vezo ket lavaret ken nebeut e vezo bet ho callout trec’h da hini Jesus-Christ.