Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

a ioa tamallet da heuilla relijion fall ar gristenien, ha da vancout da zenti oc’h an impalaeret.

Maxim a gomzas da genta oc’h Tarac hag a c’houlennaz outhan he hano.

— Christen oun, eme ar merzer.

Maxim. — Na goms ket din eus da relijion dizuch, mes lavar din da hano.

Tarac. — Christen oun.

Maxim. — Scoit ganthan var he c’hinou, evit deski dezhan ne responto ket eun dra eleac’h eun all.

Tarac goude beza bet eur javedad : Va guir hano eo a lavaran deoc’h. Mar fell deoc’h gouzout an hini am eus bet digant va c’herent, eo Tarac a rer ac’hanon ; pa edon dindan an armou, em galvet Victor.

Maxim. — Pe seurt micher ac’h euz ; a be vro out ?

Tarac. — Va c’herent zo romaned ; mes ganet oun e Claudiopolis, en Isauri, Soudard oan dre vicher, mes dilezet em euz ar vicher evit miret va relijion.

Maxim. — N’oas ket din da veza soudard abalamour d’as relijion fall ; mes penaoz ec’h eus-te kuiteet an arme ?

Tarac. — Goulennet em eus va discark digant Publion va c’habiten, hag en deuz he roet din.

Maxim. — Er guel eus da vleo guenn me rai dit caout grad vad ha mignoniach an impalaer, mar kerez senti oc’h he c’hourc’hemennou. Deus da sacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ho unan.

Tarac. — An impalaered a zo tromplet gant an drouksperejou, pa gemeront perz e sacrifisou evelse.

Maxim. — Torrit dezhan he javedou evit beza lavaret ez eo tromplet an impalaered.