Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

An tri zant-ma a rentas gloar d’an hano a Zoue hag a c’hounezaz ar gurunen epad ma edo Dioclesian o persecuti ar gristenien. Ho merzerinti, ervez a greder, a zigouezaz er bloas 304, en amzer ma reat muia brezel d’an hano christen.

An teir loden genta euz a actou ar zænt-ma a voue scrifet e Tars, e Mopsuest, e Anazarb, keriou euz ar Silisi eleac’h ma voue barnet hor merzerien. Tennet int divar gaierou al lez-varn ; ar gristenien ho frenas daou c’hant diner digant an Notered. Ar bederved loden zo bet scrifet gant tri gristen hanvet Marc, Felix ha Verus. Ho unan o doa guelet ar pez a scrifent, ha samma a rejont dre gus corfou ar verzerien santel evit ho bezia, hag ho zonch oa chom da echui ho buez el leac’h ma o devoa gorroet an tenzor presius-ze, ha goulen ma vijent beziet ho unan er memes leac’h pa deuje Doue d’ho gervel.

Tarac, Prob hag Andronic ne voant nag euz ar memez oad nag euz ar memes bro. Tarac a ioa he dud euz a Rom, evithan da veza ganet en Isauri. Bet oa en armeou an impalaer, mes en era dennet oa ac’hano gant aoun na vije great dezhan ober eun dra bennag a enep he goustians. Pa voue croget enhan en doa pemp bloaz ha triugent.

Prob a ioa ginnidig a Bamfili. Dilezet en doa madou braz, evit gallout servicha Jesus-Christ distak dioc’h pep tra. Andronic, ar iaouanca anezho ho zri, a ioa he dud etouez ar re genta euz a gær Efez. Ho zri e vouent prizoniet e Pompeïopolis, ha caset dirag ar gouarner Numerien Maxim, pa en em gavaz er gær-ze. Ar gouarner a c’hourc’hemennaz ho c’has da Dars, da belec’h e tlie mont he unan.

Pa zigouezaz e Tars, ar c’hantdener Demetrius a gasaz an tri gristen dirazhan, en eur lavaret e voa ar re-ze ar re en doa guelet dija e Pompeïpolis, hag