Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/219

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



EIL KEVREN


Historiou, ha Kenteliou Skueriuz.


————


Barnedigez ha Merzerenti Sant Tarac,
Sant Prob ha Sant Andronic.


En amzer ar verzerien, er penn kenta euz an Iliz, pa veze caset ar gristenien dirag ar varnerien, e veze great goulennou outho, ha neuze e veze eno notered pe scrifagnerien hag a lakea dre scrit ar goulennou-ze hag ar responchou a rea ar verzerien. Ar gristenien a glaske caout ar paperiou-ze evit ho miret, hag en em greaat ho unan oc’h ho lenn. Kementse a c’halvet Actou ar verzerien, hag avechou ar gristenien a bae ker ar scrifagnerien evit caout digantho an actou-ze pe eur c’hopi difazi anezho.

Hogen gant an amzer ar scridou-ze zo bet collet pe berreat calz anezho. Nebeut a zo deut beteg enhomp en ho fez. Actou an tri zant-ma a zo unan euz ar re zo deut beteg hon amzer evel ma voant bet scrifet deiz ho barnedigez ; setu perag e sonjan ho lacat e brezoneg. E Buez ar Zænt a zo etre daouarn an dud divar ar meaz, e veler ive, evit guir, e buez hiniennou euz ar verzerien, unan bennag euz ar goulennou great outho ; mes ne deus nemet eur gerig en eur dremen. Ama avad e velint eur varnedigez penn da benn. Deski a raint pebez stourmad o devoue lod euz ar gristenien calonek-ze da zouten araok beza laket d’ar maro.