Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

o deus bete’n ascorn en he daouarn eun nadoz hir ; devet o douz he izili hag he leziou dezhi gant lanvennou ruziet en tan, touilet o deuz he biziet etre ar c’hig hag an ivinou. Evithi da veza bourrevet evelse ne deus great van, hag oll int coatragn da anzao e voa guir ar pez a lavaret anezhi, mes ne c’hellent ket lavaret penauz e tigoeze eun dra evelse. »

Palma e deus resevet ar mercou a bassion hor Zalver er bloaz 1857, Loiza Dateau e 1868, Mari Mœrl e 1834, Catell Emmeriche 1812. E pep amzer Jesus en deus roet ar mercou-ze euz he c’houliou da eun ene santel bennak. Eur scrifagner en deuz hanvet pemp ha tregont hag o devoa bet ar c’hras-ze ; hogen bez’ez eus cals muioc’h. En hon amzer e velomp kementse stancoc’h eget biscoas. Doue a deu d’en em ziskuez dre an traou burzudus evit rei kentel d’an dud difeiz, hag evit rei courach d’ar re vad da stourm oc’h speret an droug a ra hirio kement a zistruch. »

————