Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

gueler o pidi eur pennadik. Neuze e coez adarre. Lavaret a riz eun eil guech : « Trugarez evit ar bec’herien baour ! » Sevel a reaz eun eil guech ive hag e pedaz eur pennadig all. Eun trede guech e liviris : « Trugarez evit eneou ar pugator ! » hag e reaz ar memes tra.

« Var ar pez a vercan ama, eme an Tad Cabusin, sonjit ar pez a gerot. Hogen guir eo, hag her guelet em eus.

« An Tad Seraphin a lavaras din neuze ez euz e kær Oria, e rouantelez Napl, eur vaouez all hag a zoug ive ar mercou a c’houliou hor Zalver. Ar vaouez-ze zo ganet er bloas 1825, hag a zo hanvet Palma. Eun intanvez eo, a ren eur vuez santel, hag a zo ar zell varnezhi ugent vloaz zo. Anaout a ra dre revelasion ha discleria a ra d’he c’honfessour kement a zigouez gant Loiza Lateau. He gouliou burzudus n’int ket henvel oc’h re houma. Avechou pep berad goad, o coeza var eun tam lian, a gemer imach eun dra sacr ; avechou all e tevont evel an tan. Guelet em euz eun tam mezer var behini pep berad goad a verke eur golonen, hag eun all a ioa evel pa vije toullet gant eun houarn ruz.

« Setu ama eur pennad lizer divar he fenn :

« Palma a anavez, ne ket epken Loiza Lateau, mes c’hoas meur a ene-all dibab skignet gant Doue ama hag ahont evel ar stered var an oabl. Dreizho en deus sonch da nevezi an Europ paour distrujet gant an dud dizoue, digas adarre feiz enhi, ha diskuez splam ar virionez euz a bassion Jesus-Christ o deus bet Renan hag he genseurt an divezoni da lavaret n’oa ket Doue !…

« Ar re a zo bet carget da ober eun enclask evit gouzout ha guir oa e touge ar mercou a c’houliou hor Zalver, o deuz he bourrevet scrijus. Sanclet