Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

« Aliez, vardro eun heur anter, Loiza a goez var he daoulin, he daouarn pok ha pok, he c’horf pleget var an araok ; neuze e deuz ar c’houbari da zonjal c’hoas muioc’h a zevri. Chom a ra evelse vardro eun anter heur ; neuze e sao, hag ec’h azez adarre. Vardro div heur e sao a nebeudou, ha neuze en eun taol e coez d’an douar, var he ginou. Astennet evelse var an douar, ha gourvezet var he feultrin, e laca he fenn var he breac’h cleiz. He divesker a zo astennet reud, he daoulagad serret, he ginou anter zigor.... Da deir heur e ra evel eur scrijaden ; he divrec’h en em asten evel pa ve var ar groaz, hag he daou droad en em laca an eil var egile evel pa dlefent beza staget gant eun tach epken.

« Neuze ar plac’h kez a zo ien sclas, ha ne ra van n’eus fors petra a rafet dezhi. Lavaret e ve o vont da vervel evel hor Zalver var ar groas. Bez’e c’heller gouscoude he lacat da finval, o lavaret a vouez huel eur beden bennak dirazhi. Kerkent e sao var he daoulin, hag he bizach a ziskuez laouenidigez pe dristidigez, esperans pe encrez ervez ar c’homzou a leverer, n’eus fors e pe iez e vent lavaret. Pedi a rejomp e meur a iez, hag e tiskueze ato hor c’hompren. Epad ma lavaremp ar chapeled, bevech ma teue ar c’homzou-ma : Santez Mari, mam da Zoue, he bizach a deue laouen, he ginou a c’hourzigore, hag eur musc’hoars dudiuz a velet var he muzellou. Pa lakeamp dezhi etre he daouarn eun dra noa ket benniget, hen leze da goeza ; pa lakeamp dezhi avad eun dra benniget, e talc’he mad dezhan.

« Pa voa eat an dud kuit, ha ne voa eno nemet an tad Seraphin ha me, e liviris dezhi, epad ma edo c’hoas stouet var an douar : « Trugarez evit an Tad Santel ar Pap ! » Kerkent e sao he fenn hag he