Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

ha meur a itron vraz a Frans hag a Vrozaos. Edo eat er meaz anezhi he unan pa zigoueziz, ha setu ama petra a lavar ar medesin var gementse :

« Loiza a jom azezet epad eul loden vad euz an amzer a dremen er stad-ze. He c’horf a zo eun tamik pleget var an araog, ha ne harp nemet oc’h bord ar gador. He daouarn leun c’hoad a zalc’h var he daoulin, lian en dro dezho. He malvennou zo discourbellet, ha ne finvont ket ; he daoulagad a zao d’an eac’h hag eun tamig a zeou. Goubari e deus da evesaat mad oc’h eun dra bennak ; lavaret a rafet e vel eun dra bennag euz a bell.

« Chench a ra doare bep en amzer. Avechou e teu laouen ; he daoulagad zo gleb, anter-zigeri a ra he ginou hag eur musc’hoars laouen a bar var he muzellou. Avechou he malvennou a goez, hag a c’holo he lagad, daelou a ziver hed he divoc’h, hag he bizach a deu da stena. Avechou e teu drouk-livet ; lavaret a rafet e ve strafuillet oll hag e defe c’hoant da grial ep gallout ober.

« Avechou e tro he c’horf evel pa en defe c’hoant he zell da heuilla eun dra bennag a ra an dro dezhi. Guechou all e sao, e ra eur gamed bennag, e sao var beg he zreid evel pa ve o clask nijal kuit. Neuze e sao he daouarn, e veler he muzellou o finval, hag e venn he halan mancout dezhi ; he daoulagad a verv, hag he bizach a deu da veza evel sclerijennet hag euz eur genet dispar. Sonjit neuze e veler ar mercou a c’houliou hor Zalver ; var he zal eur gurunen a c’hoad o tisken a roudennou hir var he gouzoug hag he divoc’h, he daouarnigou guenn gouliet en ho c’hreiz hag ar goad o tont anezho evel bannou euz an heol, sonjit e kementse hag ec’h anzavot ez eo eun dra burzudus da velet, ha ne ket souez e ve estlamet kement hini her guel.