Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

kemeret ken magadurez nemet ar gommunion santel. Diskuez a ra din gouliou he daouarn a ioa rus gant ar goad ; a bell e ve lavaret e ve bet treuzet he daou zorn gant diou voulet.

« Ar goad, eme ar medesin, a gomans da redek d’an noz etre ar iaou hag ar guener, peur liesa etre anternoz hag eun heur. Ar gouliou ne voadont ket oll var eun dro. Peurvuia ar c’hostez eo a voad da genta, ha goudeze an daouarn, an treid, hag ive an tal, rag dougen a ra ive mercou ar gurunen spern. He bleo zo stag oc’h stak gant ar goad ; var he zal ez euz, a dro e tro, roud pevarzek pe bemzek drean spern, ha pephini euz ar roudou-ze a daol goad.

« Kenta ma comansas goada, oue d’ar guener 24 ebrel 1868. En dervez-ze ne voadas nemet he c’hostez cleiz. D’ar guener varlerc’h, ouspen ar c’hostez cleiz, he zreid ive a dolas goad. D’an trede guener e voue tro an daouarn, hag erfin d’ar pevare e voadaz ive he zal, evel pa vije bet sanclet ar gurunen spern en he fenn. Abaoue e veler ar hurzud-ze bep guener ; ne deo manket nemet eur vech pe ziou. Ervez ar vedesinet, Loiza a dle coll evelse pouez eun anter lur c’hoad bep guener. Petra bennak ma tle coll he ners gant he goad, petra bennak n’e deus debret esken abaoue c’huec’h mis, Loiza zo ruz he fenn hag e deuz ar c’houbari da veza iac’h pesk.

« Loiza Lateau, ouspen an henor e deus da zougen ar mercou a basion hor Zalver, a dremen c’hoas, bep guener, eul loden vraz euz an deiz er meaz anezhi he unan. C’hoant am oa, eme ar C’habusin, d’he guelet er stad-ze, hag he guelet a riz. Hogen n’edon ket va unan ; bez’ez oa eno eur vanden vad a dud, hag en ho zouez eun escop euz an Irland,