Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —

speret, ar bed hag ar c’hig ; ar c’hig a daol ar vreinadurez e kement a lec’hiou euz an douar dre he visou hag he voal dechou, hag en em scuil evel eun anvoezen contamet, en hevelep doare ma tleomp caout aoun na glefemp adarre Doue o lavaret : Va speret ne jomo mui gant an den, pe da viana a lavarin, gant calz a dud, rak ma zint deut da veza preiz ar c’hik.

« Da zicour ar c’hig e teu ar bed pehini ne gaf ket dezhan en defe c’hoaz he voalc’h euz a gement a velomp, nag euz a gement a ra ar re o deuz ar c’hallout da ober labour Satan, hag a his anezho da vont ato var araok. Ia, kement a zo great ne d’eo ket avoalc’h evithan. Red eo bale c’hoas larcoc’h en hent an dud difeiz. Red eo en em gemeret oc’h ar c’hredennou ar re zantela, oc’h ar relijion, oc’h ar feiz, ha kementse n’eus fors penaus, pe oc’h ober fae var an traou sacr, pe o tigeri scoliou difeiz evit contami ar iaouankis. En eur ger, en em hisa a reont da zancla dounoc’h c’hoaz er fallagriez, evel pa n’o defe ket a vrema great avoalc’h ha re !

« Erfin lavaret a rafet e teu an drouk-speret da hisa c’hoas muioc’h ar c’hig hag ar bed. Caout a ra din guelet o tigouezout adarre en hon amzer ar pez a zigouezas, brema ez eus meur a gant vloas, gant an den santel Job. En amzer-ze, an droug-speret a iea hag a zeue digabest dre ar bed. Doue a c’houlen diganthan petra en deus great hag a beleac’h e teu. Great êm euz eur bale tro var dro d’an douar, eme Satan.

— Ha ne c’heus ket guelet, eme Zoue, va zervicher Job, an den just, aketus d’he zever ha leun a garantez evid hon ?

— Daoust hag evit netra, eme an drouk-speret gant he vouez a ifern, e servich Job ac’hanoc’h ?