Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

silaou ha calon evit saouri he gomzou. Ne vez ket roet alies d’an den var an douar euz ar momentchou dudius-ze e pere e santer an oll galonou tomet hag entanet gant carantez Doue, o santout an izom da ziskuez dirag an oll ho zantimanchou a feiz hag a relijion. Goude ma en devoa ar prezeger lavaret eur ger bennak divar benn ar pardon ma edot enhan, divarbenn feiz ha devosion ar vretoned, o veza deut d’ho alia da genderc’hel, da c’houlen hag hi a zalc’hche ato mad d’ho feiz, an daouarn a zo savet en ear, hag eur griaden a zo deut euz a galon hag euz a c’hinou an oll : ato ! — Ha kementse daoust petra a oufe da zigouezout ? — ato ! ato ! — Ha kementse brema pa rer eur brezel ker cris d’ar feiz, d’an ilis, d’ar relijion ; brema pa ne d’eo mui eur virionez epken eo a glasker da nac’h evel zo bet great meur a vech, mes ma clasker nac’h an oll guirionezou, ha disc’hrizienna var neat ar feiz euz a douez an oll ? - ato ! ato ! — Ha bourk santez Anna a dregarne gant mouez ar bardonerien. Hag an daelou a zirede puil euz a zaoulagad an oll, rak ne gredan ket e vije eno calon ebet ha ne vije tenereet. Ar vartolodet-ze ken dizaoun var dachen ar vrezel, a velet ar pezennou daelou o tiredet hed ho divoc’h, couls hag an oll bardonerien all.

Biscoaz act a feiz ne voa bet great c’hoecoc’h na solanoc’h. Rag an dra-ma a c’hellomp da henvel eun act a feiz, great a zevri ha ne ket divar beg an teod. Ar c’hri-ze a zave anezhan he unan euz a vouelet ar galon. Breiz-Izel a bez eo a gomze eno dre c’hinou ar bardonerien, rak bez’ez oa eno tud a bep corn anezhi. Mar doa eno eun den difeis bennag, hag e zoa credabl, unan bennak digaset di evit spia ha guelet petra a c’hell da ober christenien vad, bretoned, en em zestumet en eul leac’h santel evit par-