Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

a Naonet hag a Bontivy, trizec prosesion deut euz a drizec parrez a escopti Guened, parreziou ar vartolodet o deus roet tro d’ar pardon-ma, ep conta c’hoaz ar bardonerien deut euz ar parreziou divar dro. Aotrou escop Guened en deus lavaret e tlie beza eno var dro daou ugent mil pardoner, ha clevet em euz e voa bet eno vardro pemp mil gommunion ha tregont en dervez-ze (35,000).

Unneg heur anter e c’helle beza pa zeo eat ar brosesion er meaz euz an iliz evit mont d’ar Scalier Santel, Scala Sancta. Ar scalier-ze a zo chenchet plas dezhi abaoue m’eo savet an iliz nevez. Caset eo eur pennad ac’hano, mes ato dirag an iliz, ha savet e creiz eur pez douar a reat anezhan Park-ar-Spernen, hag ar park-ze, savet moger en dro dezhan, a zo deut brema da veza eun dachen hag a zo frankis ganthi. Eno en em vodas neuze ar bardonerien evit clevet ar brezegen ; hogen daoust d’an dachen da veza frank, ne c’helle nemet eul loden anezho tostaat.

Ar prosesion, evit beza n’e devoa ket pell da vont, a zo bet eur pennad mad o vont euz an ilis d’ar scalier santel, rak bez’e voa da renca en he fenn, ouspen ar vartoloded gant ho zaolen, an oll banielou ha gitoniou deut di euz a n’ous pet leac’h. Varlerc’h e teue ar veleien hag an Eskibien. Bez’e voa Aotrou Arc’hescop Roazon, Aotrou Eskop Naoned, Aotrou Eskop Kemper hag Aotrou Escop Guened. Da lavaret eo oll eskibien Breiz nemet Aotrou Escop Sant Briec, pehini a vije bet ive a dra zur ma vjje bet iac’h.

Ar brezegen zo bet great gant an Aotrou Fournier, Escop Naonet. Aotrou Escop Naonet zo eun den helavar hag eur prezeger distagel ; hogen eno en doa cavet eur bobl tud hag o doa discouarn evit