Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

digouezet e gar Alre, hag ar bardonerien laket eno var diou reng evit mont e prosesion d’ar chapel, a zo digouezet e santez Anna var dro unneg heur.

Comzomp brema euz an devosion o deus diskuezet an oll bardonerien epad an dervez-ze, o vont hag o tont, coulz evel pa edont el leac’h santel. Ar re a ioa e penn ar pelerinach o doa laket moulla, hag a roe da bep pardoner, araok diblas, eur pennad scrit eleac’h moa merket ar pedennou a dliet da lavaret hag ar c’hanticou a dliet da gana, en eur vont hag en eur zont ; merket oa petra a dliet da ober e pep gar, ha zoken lod euz ar pedennou hag euz ar c’hanticou-ze a ioa moullet hed-ha-hed. En eur ziblas a Gemper eo bet canet : Santez Anna, pedit evidomp, teir guech, hag ar beden-ze zo bet canet goudeze couls lavaret bep gar, ha dreist oll pa’z oar en em gavet tost da Alre, a vel da iliz santez Anna. Neuze o vont varzu Rosporden eo bet lavaret ar pedennou dioc’h ar mintin, ha goudeze, e peb gar, goude beza saludet santez Anna e canet eur c’hantik ; cantik santez Anna ; Mari mam a esperans ; cantik sant Joseph ; an Ave Maris stella ; ar Magnificat ; neuze diou pe deir dizenez euz ar chapeled, evit gallout lavaret ar Rozera oll en eur ober an dro ; hag ive chapeled santez Anna, o lavaret var bep greunen ; santez Anna, pedit evidomp. Kementse a reat, ne ket epken e pep wagon, mes zoken e pep combot euz ar wagoniou.

Cana a reat ive bep en amzer ar c’hantig da c’houlen pardon : O va Jesus, setu dêut an amzer, gant ar Parce Domine, evit digas sonch da bep hini ez eant da bardona, da c’hotlen pardon evitho ho unan hag evit ho bro. Hogen ar bardonerien a ziskueze avoalc’h edo ar zantimant-ze doun en ho c’halon,