Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —


Pelerinach Breiz e 1872.
————

Ar re a ioa en em laket e penn ar pelerinach-ze, e Kemper, o doa kemeret calz a boan evit he reiza. En em glevet oant da genta gant ar re o deus da velet var an hent houarn evit caout eun trein da gas 500 pardoner da nebeuta, 800 da hirra. Hogen kement a hanoiou a zo digaset dezho, ma o deus goulennet ha bet eun trein all kement pe vrasoc’h eget ar c’henta, hag er memes amzer Bannalec ha Landerne a c’houlenne ive peb a drein.

Hogen ar re zo e penn an hent houarn n’o deus ket gallet rei ho goulen d’ar re-ma, dre ma voa dija kement a c’hellent da lacat a dreinou var ar linen. Trizek trein braz evit ar bardonerien epken, ep conta an treinou a ia bemdez. An trein kenta gouscoude diblaset euz a Gemper en deus gallet kemeret eur vanden bardonerien e Rosporden, hag an eil trein, eur vanden all e Bannalec. Da beder heur anter e tlie diblas an trein kenta ; hogen daoust d’ar boan a gemeret evit renca an dud, daoust d’an oll da veza sioul ha didrouz, e voa pemb heur nemet kart pa en deus gallet ar c’henta trein mont en hent. Seitek cant den a ra eur bodad brao a dud, ha pa ve red entent outho oll, kementse a c’houlen eur pennad brao a amzer. Treinou pounner a beder pe pemb wagon varnugent ne c’hellont ket ken nebeut mont dre’n hent ker scanv hag eun trein a bemp pe c’hoec’h wagon epken ; evelse eleac’h beza en Alre da eiz heur, e voa tremen nav heur pa’z oar