Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/198

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

eleac’h ma voat boas da vont en deiz-ze, ha neuze e valejont bete Kemper.

E Kemper edot oc’h ho gortoz, hag e vouent digemeret gant an Aotrou’n Escop hag ar chaloniet, gant an noblans hag ar vourc’hizien. Escop Kemper oa neuze an Aotrou Leprêtre. An tad Priol her pedas da vennigen ar belerinet hag ho fanielou, hag e kemeras tro ac’hano da ober dezo eur brezegen, hag an tad Priol a brezegas dezo ive goudeze. Netra caeroc’h evit guelet Kemperis, da noz, o clasc gouzout piou en devije eur pelerin bennag da loja en he di. Antronoz e tiblasas gantho meur a hini evit mont ive da Zantez Anna. Epad oll ar veach e talc’hjont ar reolen hon eus comzet anezhi, ha ne voue dizurs ebet. Ne eanent, en eur vont, da gana salmou ha da lavaret pedennou pere ho dizenoue. Pa zigouezent gant eur chapel pe eun ilis, e reant eno eun ean evit diskuiza, hag e veze lavaret dezo eur ger mad bennag.

An eil nozvez a dremenjont e Pont-Aven, hag an drede en Hennbont. Erfin antronoz e veljont a bell tour huel Santez Anna. Neuze gant ar brassa laouenidigez e stoujont oll d’an douar evit saludi ar chapel. Ep dale e veljont o tont a ziarben an tadou Carmez a deue da zigemeret ho breudeur ; hag ec’h errujont er chapel eleac’h m’edo ar c’hleier o volea ha tud ar c’harter en em zestumet evit ho receo. Den ne zante mui he skuisder, petra bennag ma voant eat di oll var droat. Daelou a joa a voa e daoulagad an oll, hag an deis varlerc’h hed ha hed a voue a veac’h hir avoalc’h dezo evit contanti ho devosion.

————