Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —

da zonjal e c’halje beza chenchet ar veach-se dezhi en eun œuvr vad all bennag. Mes setu ama eur burzud all ; ar gouli a zigor a nevez, hag ar c’hontroun a deu en dro. Neuze an itron a vel eo faziet. Goulen a ra pardon eus he leziregez. En em voestla a ra a nevez da vont da Zantez Anna. Parea a ra adarre, ha neuze e za ep marc’hata da ober ar pelerinach e devoa prometet. Red eo derc’hel mad d’ar pez a vez prometet da Zoue ha d’ar Zænt.

Eur plac’h iaouanc eus a Briziac o veza o carga foen a goezas divar ar c’har. Eur forc’h houarn a voa ganthi en he dorn, hag e clascas en em harpa var bouez ar forc’h-ze. Mes pa douchas troad ar forc’h oc’h an douar, he fenn a ieas a gass var ar biziet, hag ar bez a ieas en he ginou hag a dreuzas he empen bete mont er meas dre ar c’hil. He breur hag eur plac’h a voa eno, a reas ho gallout evit tenna kuit dant ar forc’h, mes ne eljont ket hen ober. Ar medecin galvet a lavaras ne voa pare ebet evithi nemet dre eur burzud. Ar burzud a voe great. Ar re a voa eno en em lakeas var ho daoulin evit he goestla da Zantez Anna. Dioc’htu bez ar forc’h houarn a voue tennet ken aez ha tra eus ar gouli, hag aben c’huec’h sizun goude ar plac’h iaouanc a iea he unan da drugarecat he madoberourez.

Eul lestr a Vreiz o veza bet kemeret gant forbanet turc, ar vartolodet a voue liamet ho daouarn dezo oll ha strinket e gouelet al lestr. Eno e vouent goal gasset ha great a bep seurt dezo o clasc o lacat da zinac’h ho feiz. Dinac’h pe vervel, setu ar choas a voue lezet gantho. Ar gristenien geiz a lavaras oll : Kentoc’h mervel mil guech eget nac’h hon Doue ! Neuze e voue taolet tri anezo er mor, hag unan a voue troc’het he zivrec’h dezan evit ober aoun d’ar re all. Mes ar re ma oll a jomas stard en