Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

Olier ar Pap, eus a Gær Rabet, aotrou eus a gichen Sant-Briec, en doa eur map, c’hoas iaouankik flam, dalc’het bras gant droug an douar. Caer o doa bet an dud goueziec ober kement a allent evit he barea, collet o doa ho foan. Ar bugel a voue goestlet da Zantez Anna. Antronoz vintin e lavare en doa guelet e creiz an noz eun itron gaer, caer bras, pehini a voa deut beteg enha hag e devoa goulennet outhan : petra c’hoantait-hu ? Beza pareet, eme ar bugel ; hag e deus lavaret din, emezhan : Bez’ e viot. Tud an ti ne gemerjont kementse nemet evit eun uvre brao. Mes an noz varlerc’h ar bugel a velas adarre, ne ket eun itron, mes eur c’hrouadur iaouanc eveldhan, eur c’hrouadur caer ha skedus evel an heol, pehini a dosteas outhan, a douchas oc’h he c’houli, ha kerkent e voue pare. Ar bugel en em lakeaz da grial gant he joa. Oll dud an ti a zavas hag a ziredas d’he gaout, hag oll e veljont n’oa mui nemet eur gleizennic ruz eleac’h ma edo ar gouli.

Setu ama eur burzud hag a zo eur gentel er memes amzer. Jannet-Balan Peronneau, eus a escopti Tour, a voa en em c’hloazet o coeza divar varc’h. Ar gouli a deuas da veza scrijus hag a goezas controun enha. Ne devoa eta nemet ar maro da c’hortoz. Ar beleg a deuas da rei dezhi he reziou en doa nevez bet eur c’hras digant Santez Anna, hag he alias d’en em erbedi oc’h ar memes santez. En em voestla a ra da vont da Zantez Anna, ha dioc’htu ar c’hontroun a ia kuit hag ar gouli a bare. An itron a voa da genta he c’halon leun a anaoudegez vad. Mes pa voe deut ar mare da vont en hent evit ober ar veach hir-ze, e teuas da argila. Aoun ha diegi a groge enhi o sonjal er scuisder hag en disezamanchou all eus ar veach. Dont a reas