Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —

reas ar brocession eleac’h ma zoa eur vanden vad a vugale guisket en aelez, hag en ho fenn Jannet Beaumin a ieas adarre da Zantez Anna, hag e recevas ive ar prezeg.

An Itron Tonquedec, Anna Franchet, a voa dalc’het gant eur c’hlenvet poanius, pe evit lavaret guell, meur a glenvet a voa oc’h hegal outhi. Lacat a reas he digas da Zantez Anna. Mes eno he foan eleac’h mont kuit, a grescas kement, ma voue red d’he fried hasta d’he dougen d’he c’harros, hag en em denjont ankeniet bras. Digouezet e Meriadec, var hent Guened, an Itron a deu da zonch dezhi ne deus ket efet a zour eus ar feunteun. Fallout a ra dezhi e chomfet a za, hag e cas eur mevel da gerc’hat dezhi eur banne dour. Pa deuas ar mevel en dro, an Itron a voa o crena an derzien, ha daoust da gement a lavaret dezhi, e fallas dezhi efa dioc’htu eur banne eus an dour-ze. A veac’h e doa tostet an dour oc’h he muzellou ma c’heanas an derzien ha ma en em gavas pare. He fried he unan eo en deus lezet dre scrit ar burzud-ma.

Eul lizer scrivet gant an Aotrou Vieuville (Kergoz), Escop Roazon, a rent testeni da eur burzud great gant ar zantez e kenver eun den eus an escopti-ze. An den-ze, hanvet Ian Jacquelin, a voa leorier. Taget oa gant n’oar den pet clenvet, terzien velen, droug an douar. Coenvet oa en dra c’helle caout croc’hen. Ne alle mui finval ; red oa he gas hag he zigas. Lacat a reaz ober eun navet evithan e Santez Anna. An navet-ze a voue gret da lun ar Pantecost er bloas 1659, hag an dervez-ze zoken, var dro deg heur ec’h eanas he boan hag en em gavas pare hep m’en devoue mui na terzien na diæzamant all ebet.