Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —

Adrien Judéaux, eus a Vessac, en escopti Roazon, a voue scoet gant eur c’hlenvet pehini a ziverras he oll voaziet, hag a rea dezhan divoasc poan scrijus. Prometi a ra mont da Zantez Anna, mar gell en em stleja di. He boan a ziminuas eun draïc, hag e c’hellas finval eun nebeut he izili. Neuze en em laca en hent, o veva divar an aluzen, hag e voue douget pennadou, e kar pe e bag, gant an dud vad a zigoueze gantha. Mes pa na gave den d’he zougen, e voa red dezan mont var he barlochou. Ober a ra eun navet e Santez Anna ep ma ve guelleat dezan. Mes goude eza davoalc’hi he izili d’ar feunteun. Neuze e cresk he boan eun neheudic amzer ; he izili a gomans da stracal ha d’en em eüna, ha souden e sao en he za ken discoupl ha pephini, hag a vel da eun niver bras a dud, e za d’ar chapel da dugarecat ar Zantez araog mont d’ar gær.

Francez Talhouet, messaer, pe mar kirit potr an denvet eus a gichen Henbont, en doa ar memes clenvet evel an hini ma hon eus comzet anezan da ziveza. Guelet eo bet epad meur a vloaz e kær Henbont o clasc an aluzen var he barlochou. Dont a reas da Zantez Anna, hag e voue pareet ive oc’h en em voalc’hi gant an dour euz ar feunteun.

Jannet Beaumin, eus a Gervragnen, e parrez Querrien, en escopti Kerne, a voue, d’an oad a c’huezec vloaz, seizet he zeod hag he divesker. Ne alle na coms na bale. He zad hag eun amezeg hanvet Guillou Helou, he c’hassas, pevar bloas goude, da Zantez Anna. He dougen a rejont, evel eur c’hrouadur, var ar vreac’h d’ar chapel hag euz ar chapel d’ar feunteun. Eno ar plac’h a voalc’has he divesker, ha kerkent e savas en he za o vale coulz ha nicun. Evit trugarecat Doue euz ar burzud-ze, person Querrien, pehini a voa neuze an Aotrou Flohic, a