Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

divije madelez avoalc’h evit ober c’hoas eun all. Mont a reas da Zantez Anna deiz ar Pantecost, e compagnunez he breur hag eun nebeut mignonezet. Esperout a rea penaus en deiz-ze da genver pehini en doa ar Speret-Santel diliamet teodou an Ebestel, e vije diliamet ivez he hini. Digouezet e dor ar chapel scoas oc’h scoas gant he breur, e teuas ar prezeg dizi. « Va breur, emezhi, peleac’h ema imach Santez Anna ? » He breur hag he mignonezet, an daelou en ho daoulagad, he c’hassas da dreid an imach. Ar brud eus ar burzud-ze en em scuillas buan etouez kement a voa eno, hag an oll o devoa c’hoant da lavaret eur ger bennag outhi, evit gallout clevet o coms an hini a voa deut ar prezeg dezhi eno en deis-ze.

Eun dijentil eus a Blourec, en escopti Treguer, Guillou ar C’helenec, a voa deut tri bloas a voa da veza bouzar glez. Goestli a reas mont da Zantez Anna, hag en eun taol e teuas ar c’hlevet dezhan.

Thereza Plessis-Guillouzou, eus a Vontroulez, goude eur goal glenvet, a voa chomet diforch ha mac’hagnet oll. Ne alle ober camet nemet abouez branellou. Goestlet e voue gant he zud da Zantez-Anna, hag en eun taol e teuas da veza sounn, eskuit ha divac’hagn evel biscoas.

Cathel Huet, a escopti Langr, a voa abaoue c’huec’h vloas astennet var eur guele a boan, seizet oll he izili. Eun den estren a goms dezhi eun dervez eus ar burzudou a zigouez e Santez Anna. Dioc’htu e teu dezhi eur fizians vras da veza pareet. En em voestli a ra da vont da Santez Anna, ha kerkent e teu buez en he izili ; hag en derveziou varlerc’h e voa e stad da vont, gant he breur, da ober ar veach hir-ze.