Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

En he anken e teuas sonch dezan eus a Zantez Anna Vened. En em voestla a reas da vont di, ha kerkent e teuas ar guelet dezhan.

Tregont den all a alfen coms anezo pere so bet rentet dezo ar guelet goude beza bet dall epad pevar, c’huec’h, eis vloas, ha goude beza bet louzaouet gant ar guella medicinet.

Francez Kermelot, eus a Bommerec, a voa mud abaoue pevarzec vloas. He vreur her c’hassas da Zantez Anna. Stouet a reas dirag imach ar Zantez, hag e teuas ar prezeg dezan eno dioc’htu.

E Granvil oa eur potrik seiz vloas ha n’en doa lavaret morse coms ebet. Den ne espere e teuje biken da barlant, nemet he dad pehini en doa eur fizians vras e Santez Anna. En em voestli a ra da vont e pelerinach, ha digoezet er chapel, e laca lavaret eun oferen hag e ped he unan a greiz calon. Eun dra bennag a lavare dezan en doa bet he c’houlen. E guirionez, oc’h erruout er gær kenta a velas oa he vap o tont a ziarben dezan hag oc’h he c’hervel dre he hano. Leun a anaoudegez vad, e kemeras c’huec’h test, hag e teuas dioc’htu var he giz d’ar chapel da drugarecat ar zantez, ha da renta testeni eus ar burzud.

Sebastiana Dubot, eus a Josselin, goude eur c’hlenvet bras a deuas dizi d’an oad a nao bloas, a jomas mut hag hep gallout finval he divesker. Bloas goude, he zad. he c’hassas da Zantez Anna. Ar c’herzet a zeuas dizi, mes he zeod a jomas liamet. Abenn trivac’h vloas goudeze, Bastiana, pehini a voa paour hag e doa collet neuze he zad hag he mam, en em gave en eur stad poanius meurbet. Izom e doa da c’hounit he bara, ha n’oa ket aez dezhi hen ober, mudez evel ma zoa. Sonjal a reas penaus ar zantez e doa great eur burzud en he c’henver, e