Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/188

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

guelet he zaoulagad o tigeri. Abenn eun anter heur goude, ar bugel a rede hag a c’hoarie evel pa na vije digouezet netra gantha. An tad en devoue eun drid-calon, ma coezas semplet gant an nerz eus he levenez.

Daou ugent burzud all evelse so merket er c’haierou ma zeo tennet ar re ma anezho. Caout a rer eno eur vatez coezet en eur puns doun o tenna dour ; tud flastret dindan rojou kirri carget mad ; meur a hini, ha dreist oll bugale, deut e buez hag hi dija laket en ho arched ; eur bugel crouget var bouez he luren o coeza en eun toul var he benn ha mouget ; lod maro araog dont var an douar ; lod beuzet er steriou, el lennou pe er stancou goude beza bet pell bras en dour, hag eo ato kerkent ha ma ho goestler da zantez Anna eo ho gueler o tristrei e buez. En hevelep feçon ne ell den ebet doueti na doa kement-se oll burzudou great gant ar zantez e faver ar re a deu d’he fidi.


Setu ama Miraclou all a beb seurt.

Renea Pleux, eus a Lambal, a gollas ar guelet d’an oad a eis vloas. Epad c’huec’h vloas e voue casset da gaout cals medicinet hag e voue great pep seurt simillerez evit clasc renta dezhi ar guelet. Mes caer a voa, ar verc’h ne vele banne. He mam, pa oa deut d’an oad a bevarzeg vloas, en em voestlas da vont evithi teir guech da Zantez Anna, ha kerkent e teuas ar guelet d’ar verc’h.

Eun oficer, eus a arme ar c’homt d’Arcourt, a ioa gourdrouzet da goll ar guelet. Mont a reas da Baris da gaout ar vedicinet gouezieca ; mes al louzeier eleac’h ober vad dezan, a lamas digantha ar pezic a sclerijen a vele c’hoas, hag e teuas achano dall put.