Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

euz he verc’h, hag e c’hast buan serra ar ranvel. Disken a ra er pet, hag e caf he verc’h dindan ar rod ; mes siouas, ne devoa furm ebet mui, ha maro mic oa. E creiz an anken, unan bennag a gomzas a zantez Anna. An tad hag ar vam glac’haret he goestlas d’ar zantez, ha souden e voue guelet ar verc’hic o finval. Ker buan e teuas da vad, ma na jome abenn antronoz vintin nemet eur gleizen bennag evit discuez ar burzud a voa c’hoarvezed.

Eur plac’hig all oajet a zaouzec vloas, merc’h da eun digentil hanvet Cairan des Croix, o chom tost da Venez Sant-Mikeal, a voue flastret en eur pressouer pe en eur voaskerez chist. Ar verc’h-ze a voa bet goestlet en he bugaleach da Zantez Anna gant he zad hag he mam, ha brema pa he gueljont bruzunet he izili ha collet ganthi he buez, he goestljont eun eil guech. Ep dale e teuas buez enhi hag e comansas da barlant. Ouspen daou c’hant den a voa diredet di hag a voue testou eus ar burzud-ze.

E parrez Ploua, eur vam eat da gas ho bouet d’he zud d’ar parc, a lezas eur bugel c’huezeg miz en he gavel, hag evit he zioual, eur verc’hig pemp pe c’huec’h vloas. Houma a lezas he breur evit mont da c’hoari, hag ar bugel a guezas var al leur-zi cavel hag all divar eur c’houfr huel. Ar verc’hig a deuas d’he zevel, mes ne ellas nemet lacat ar c’havel var he zres, ha ne grede ket mont da c’houlen sicour. Ar bugel a voa broustet he izili. Pa erruas ar vam, e lamas buan da sevel he c’hrouadur, mes ne reas nemet losker eur c’hinaouat goat bennag, hag e varvas dioc’htu. An tad hag an amezien a voue galvet, hag abenn m’oant bet ouspen eun heur anter o sellet oc’h ar buguel maro mic, e teuas sonch dezo eus a zantes Anna. An tad a voestlas neuze he grouadur d’ar zantez, ha kerkent e voue