Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

nadic scrit evel hema ne allan ket coms eus a gement a viraclou. Ne allan ket miret gouscoude da lavaret eur ger euz ar re anavezeta.

An Tad Ambroas a verc penaus endra edo c’hoas an imach el lochennig balan savet da genta da c’hortoz ar chapel, eur vaouez coz ha dall eus ar Faouet a recevas ar guelet ; ha d’an deis ma voue lavaret an oferen genta, eur verc’hig pevarzeg vloas pehini a voa mud a recevas ar prezeg.

N’em eus ket izom da lavaret penaus an aotrou Rosmadec, escop Guened, hag an Eskibien all divar dro, a gargas tud gueziec da ober eun enclasc piz eus ar miraclou-ze, ha penaus Escop Guened a fellas dezan zoken guelet hag enclasc dreizan he unan abars rei he otre da goms dirag an oll euz ar burzudou a c’hoarveze eno.

Eur verc’hic tri pe bevar bloas da eur miliner eus a Guemene a guezas el lenn. Eur vaouez he doa he guelet o coeza hag a deuas en eur grial da lavaret. Buan en em lekejeur d’he c’hlasc, mes caer a voa n’he c’havet ket. He zad hag he mam en ho anken he goestlas da Zantez Anna, hag eb dale he c’hafjont ; mes siouas, maro mic oa, ouspen eun heur oa bet dindan an dour etouez al lec’hit. Goude m’o doa gouelet hag hirvoudet avoalc’h he goestljont eun eil guech d’ar zantez, ha souden e teuas buez enhi. An tad gant he joa ne c’hortozas ket hirroc’h. Kemeret a reas dioc’htu he ben bas evit mont en hent da drugarecat Santez Anna.

Eur plac’hig all, oajet a eis vloas, merc’h ive d’eur miliner, a goezas el lenn e kichen ranvel an dour mal. En eun taol e voue treinet ha strinket var rod ar vilin. He c’horf a voue flastret gant al loaiou dour. Ar vilin a jom a za, hag ar miliner a red da velet petra c’hoare. Dont a ra en he speret ar zonch