Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —

e tistager istoriou ha marvaillou bete ma zer da gousket ; an istoriou hag ar marvaillou-ze avad ne vezont ket ato dinam, ne vezont ket ato skuerius. Aliez e komzer pe e savarer divar benn hema, divar benn enhont, hag e koezer peurliesa en drouk-prezegerez.

Evit rei tro d’ar vretoned d’en em zioual oc’h an drouk-ze en devoa an Ao. Serjant, an Eskob mad-ze ha ne ket ankounac’het c’hoaz en eskopti Kemper, dre an ïoul en doa da zavetei an eneou laket gant Doue en he gark, laket sevel ha moulla ar gazeten Feiz-ha-Breiz. Brema, o tenna euz ar Gazeten-ze peadra da zevel al Levr-ma, e kredomp kendelc’her sonch an Eskob-ze en doa kement a sklerijen evit ren an eneou.

E1 levr-ma al lenner ne gavo netra a eneb ar feiz pe ar vuezegez vad ha kristen. Kaout a rai ato, e peb Istor hag e peb Kentel, aliou fur evit he zikour da dec’het dioc’h an droug ha da ober ar vad. Er fablennou zoken ha beteg er marvaillou e kavo ar pec’het condaonet hag ar vertus meulet hag enoret. Hogen en daou dra-ze ema oll skiant ar zaent ha kement hini a fell dezhan beza salvet. Tec’hit dioc’h an droug ha grit ar vad, eme ar Speret-Santel er skritur : Diverte a malo et fac bonum. Grit kement-se hag e saveteot hoc’h ene.

Ar pennadou skrit a zo el levr-ma, a zo tennet euz a Feiz-ha-Breiz, hag evelse zo bet moullet ar