Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/178

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

mis gouere beteg ar zul diveza a viz eost. D’ar zul diveza-ma eo ema ar pardon bras. En deis-ze eo eun dudi beza eno eun nebeut araog an oferen bred, o velet prosesionou o tigouezout eno euz ar parreziou divar dro ; dreist oll o velet prosesion Douarnenez. Douarneneziz a deu avechou da zantez Anna dre vor, a dreuz ar Bae ; hag estlam a ra an oll o velet ar Bae-ze ker braz ha kel ledan, goloet a vagou, daou pe dri c’hant bag, eun arme a vor ; ar bagou oll carget a dud ; en ho c’hreiz, var eur vak kempennet a zoare, ar veleien, ar ganerien, hag e kichen, ar c’hroaziou hag ar panielou. Eun dudi eo guelet ar prosesion-ze ha clevet an oll vordud-ze, gant ho moueziou boas da drec’hi var an trousmor, o respont ora pro nobis oc’h al litaniou, o lacat da dregarni var eun dro ar mor hag an douar.

Chapel santez Anna ar Palud zo bet savet a nevez ha brema ez euz eno eur chapel gaer, kement hag eun ilis parrez euz ar re genta.

Gouscoude santez Anna Vened eo ar vrudeta a chapelou santez Anna e Breiz-izel. Eno ive ez eus savet eur chapel nevez ; ne ket eur chapel ; eun ilis kaer, eur gatedral eo a vo savet. Di eo e car mont e pelerinach ar gristenien a bevar c’horn Breiz. Mont a reont di a hiniennou, a vandennou, a barreziou a bez e prosesion. Eno e caront en em zestum pa o deus c’hoant da ziskuez ho anaoudegez vad da Zoue ha d’ho fatronez santel, da ober eun act a feiz a zoare a vouez an Env hag an douar, da ziskuez dirak daoulagad ar bed oll pe ger stard e talc’hont d’ho relijion. Coms a raimp ama izeloc’h euz a zaou euz ar pelerinachou bet e santez Anna Vened ; daou belerinach hag a vezo sonch anezho ato keit ha ma vezo comzet ar brezoneg er vro-ma. Araog avad e livirimp eur ger divarben an doare ma zeo