Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

Ar vam a drugarez ne zaleas ket da rei mercou nevez a vadelez dan hini a c’heller da lavaret e devoa choazet evit map. Hema o veza eun dervez nec’het ha melconiet, a reaz he beden evelen :

— Guerc’hez santel, setu ama ar mare evidoc’h da zelc’her mad d’ho promessa. Kerkent Mari en em ziskuezas dezhan en eur lavaret :

— Joseph, o pet pasianted !

Ar c’homzou-ze a zigasaz eul laouenidigez ker bras e calon ar sclaf christen, ma cave dezhan, evel ma hen lavare he unan, beza er barados.

————


Da Zantez Anna.
————

Santez Anna zo enoret e kalz a lec’hiou e Breiz izel ; bez’e deuz aleiz a chapelou dre ar vro, bez’ez eus gouscoude daou leac’h brudet dreist ar re all, ha muioc’h darempredet gant ar bardonerien ; santez Anna Vened en escopti Guened, ha santez Anna ar Palud en escopti Kemper. Santez Anna ar Palud ne deo ket ker brudet ha santez Anna Vened petra bennak ma vez ive enhi pelerinet aleis, ha zoken deiz ar pardon braz e vez eno marteze muioc’h a bardonerien evit a vez e santez Anna Vened pa vez muia. Rak brema ez euz eur bloavez bennak, ofiserien vras, boas da velet armeou, boas da velet bandennou braz a dud destumet en eul leac’h, a voue clevet o lavaret e credent e voa neuze dirag ho daoulagad, e Teven pe Baluden santez Anna, var dro pevar ugent mil den. Eno ive ar pardon a bad eur miz, adalek gouel ar zantez e fin