Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

vam e dorn he bugel, e tescas dezhan ober sin ar groaz, hag e prometas dezhan n’hen ancounac’haje morse. Lavaret a reas dezhan neuze e vije desket he bedennou all dezhan gant an tad a ioa bet kentoc’h oc’h he alia d’en em ober christen.

Ar morian, hardiseet dre gement a vadelez, a c’houlennas neuze penauz a reat evit dont da veza christen. Neuze ar Verc’hez, o kemeret ar sail a ioa gant sant Joseph, a scuillas dour var benn ar morian, hag a lavaras :

— Setu aze petra a rai ar beleg evit da vadezi, ha kerkent da ene a deui da veza ker guenn hag ar zae-ma a velez en dro din. Goude ar c’homzou-ze mam Doue a iea da vont kuit. Ar morian en doa c’hoant d’he delc’her hag a lavare :

— Guerc’hez santel, prometit din e teuot d’am c’honsoli, mar teu din beza ankeniet :

Mari a brometaz e teuje, hag a ieas neuze kuit.

Abel a zavas neuze hag a redas da gaout he vestr evit lavaret dezhan ar pez a ioa digouezet ganthan. Antronos vintin e voue kemennet d’an tad, ha pa voa deut, ar morian a c’houlennas caloneg ar vadiziant.

Ar sclav all, he gamarad, an hini en doa great kement evit miret outhan d’en em ober christen, o veza clevet ganthan ar pez en doa guelet, a c’houlennas beza badezet ive. Great e voue scol dezho eun derveziou bennag, ha ne vouent ket pell evit beza desket avoalc’h da reseo ar vadiziant. Dek sclav all, o kemeret skuer dioutho, a zigoras ive ho daoulagad d’ar virionez hag a voue badezet ive gantho. An dervez-ze a voue eun dervez caer meurbet. Abel, pehini a voa ar c’henta er gouel caer-ze a gemeraz an hano a Joseph evel ma voa bet gourc’hemennet dezhan gant ar Verc’hez, hag en em ziskuezas bepret din euz a scoazel he baeron.