Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

a droaz he zell varzu an env, hag a bedaz hor Zalver da voucaat ar c’halonou caledet-ze. Pedennou ar missioner a voue silaouet. D’an noz araok gouel anter eost ar morian a ioa cousket c’hoek en eur c’hardi pa glevaz eur vouez oc’h he c’helver dre he hano, hag o lavaret dezhan :

— Abel ! Abel ! dihun ha silaou !

Dihuna a reaz, hag o veza digoret he zaoulagad, e velaz eur sclerijen gaer er c’hardi, hag e creiz ar sclerijen-ze eun itron euz eur genet dispar, hag en he c’hichen eun den respectabl meurbet a ioa ganthan eur zail arc’hant leun a zour. Abel strafuillet o velet eun dra ker souezuz, a lavaras :

— Piou oc’h-hu ? ha penauz oc’h eus-hu gallet dont ama, ha beza alc’hoezet an doriou ?

— Me, eme an Itron, eo Mari, an hini m’ac’h euz rentet henor d’he skeuden el liors, hag an hini zo ganhen eo Joseph va fried. Diskennet oun euz an Env evit da alia d’en em ober christen, ha dagemeret an hano a Joseph.

— Itron, eme ar morian, gourc’hemennit din ar pez a gerot, hag e sentin ouzoc’h ; ne c’houlennit ket diganhen avad beza christen, rak coll a reot ho poan. Daoust d’ar respont-ze ar Verc’hez a dosteaz oc’h ar sclaf gant eun ear laouen, a lakeaz he dorn var he scoaz hag a lavaras dezhan gant madelez :

— Abel, na rit mui ar pennok ; en em c’hrit christen.

Neuze Abel a velaz e voa trec’het.

— Ho torn sacr, emezhan, en deus touchet hag entanet va c’halon. Fallout a ra din senti ouzoc’h ha beza christen, ha neuze e kemerin an hano a Joseph. Hogen penauz e teskin-me pedennou ar relijion gristen, me paour kez den ne ouzon netra ?

— Me ho desco dit va unan, eme ar vam a drugarez. Hag o cregi e dorn deou ar morian, evel eur