Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

den iaouang a lakeaz ho facadou var an treuzou. Pa falvezas dezho trugarecat ho renerien, ne veljont hini anezho. Souezet meurbet gant ar burzud-ze e teujont, goude beza sonjet mad, da anaout e tlie ar rener mad-ze beza sant Joseph, hag an den iaouang, he vap mager pe eal mad unan anezho.

E 1548 e zoa e Napl eur sclaf morian hag a zalc’he ker pennok d’he fals relijion ma na felle ket dezhan clevet hano euz a virionezou ar feis christen. Ar pez hen rente diesoc’h da c’hounit, e voa aliou ha skuer eur sclaf all a ioa en he gichen, hag a ioa c’hoas pennococ’h egethan en he fals creden. Hema ne eane da zroukprezeg euz al lezen gristen ha d’hen distrei diouthi. Ar sclaf, o rei scouarn d’he gamarad, ne rea van euz a gement a lavaret dezhan a enep relijion Mahomet.

Gouscoude, daoust d’he zallentez, en devoa kemeret ar voazamant, abaoue daou vloas, da elumi bemnoz eul lamp dirag imach ar Verc’hez a ioa er voger en eur c’horn euz a liorz he vestr ; lakat a rea zoken eul loden euz he gommanant da brena eol evit kement-se. He vestr, christen mad, a c’houlennaz outhan perag o rea an dra-ze :

— C’hoant am euz, emezhan, da gaout skoazel ar Verc’hez Vari, rag eun itron vad eo, a gaf din, petra bennag ne anavezan anezhi nemeur.

He vestr, o clevet-se, a zonje dezhan en doa cavet eun dro vrao d’he c’hounit da Zoue, hag a gasas kemennadurez d’an tad jezuist a ioa carget euz ar sclavet. An tad a deuas ; digaset e voue an daou sclaf dirazhan, hag e comzas guella ma c’helle evit ho lacat d’en em ober christenien. Ne rejont nemet ober goab euz he gomzou ; dont a reas meur a vech, ha ne reseve bepret nemet goaperez. Neuze an tad