Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

c’homzou-ze, an tri beacher ne vouent guelet mui.

Den ne oufe lavaret pebez laouenedigez a gargaz eneou an tri gloarek iaouang o clevet ar goms-ze a zeske dezho sclear e voa an tri-ze Jesus, Mari ha Joseph. En em lacat a rejont d’an daoulin da drugarecat Doue ; neuze ez ejont adarre en hent oc’h en em gourachi da veza ato fidel d’ho zri madoberour ha da veza ato relijiuzet skuerius. E Joseph e cavent ar skuer euz eur superior mad hag eveziant ; e Mari ar skuer euz eul lean parfet, hag e Jesus sentidigez eun neveziad oc’h en em lacat en urs.

Ar c’hoar Cecilia, a drede urs sant Fransez, euz a Vilan, e devoa eun devosion dispar da sant Joseph. He c’hustum oa iun bep merc’her divar bara ha dour en he henor. Bevech m’e deveze eun izom bennag, evit he ene pe evit he c’horf, en em erbede oc’h he fatron santel, hag hema a ziskuezaz e plije dezhan he devosion.

Cecilia a ioa eat, gant eur plac’h iaouank devot bennag all, da bardona da Itron-Varia Trapani, e Siciil. Al lestr a dlie ho digas en dro ho lezaz eun nosvez var an aod, eur pennad dioc’h Palerm. Ar merc’hed all en ho encrez, a vouele. Cecilia en em erbedaz oc’h sant Joseph, ha ne gollas ket he foan. Eun den cos, respectabl meurbet a deuas da ginnigen dezho ho hentcha.

« Va bugale, emezhan, roit ho pacajou d’an den iaouang zo aze, hag ho dougo ».

— Den mad, emezho, ni on euz eur pennad mad a hent da ober, rag e ru sant Joseph emaomp o chom.

— Me, emezhan, a chom ive er ru-ze. Alo, deomp, ha n’o pet ket aoun.

Ho c’has a reaz e guirionez beteg ho dor, hag an