Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/172

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

deut var he lerc’h, hag he zizas. Ober a rejont dezhi pep seurt rebechou. Hi avad a zalc’has mad, hag he c’herent o velet peger stard oa en he menoz, a ieas ganthi da Balensa, hag e c’hasas da eur gouent carmelitezed divoutou e deus sant Joseph evit patron. Eno e voue resevet leanez evit ar c’hoeur. Hogen he humilite a rea dezhi cridi e voa an dra-ze re huel evithi, hag e lavare en eur sevel he daoulagad varzu an Env : ha va ene ! va Doue, ha va ene ! Ne eanaz eta da bidi ken na voue diskennet e reng ar seurezet convers, hag eno e roaz ar skuer euz an oll vertuziou.

Tri gloarek iaouang a gompagnunez Jesus, o veza eat da ober eur pelerinach, en em gavaz eun dervez e creiz eur blenen vras. Ne velent ti ebet a dost, nag a bell, hag e voant dare gant an naoun hag ar skuisder. En diles ma en em gavent, ec’h en em gourachent an eil egile da c’houzanv evit Doue ; esper o doa e teuje an Env d’ho zicour ma na gavent ket a zicour var an douar. Epad ma edont er sonch-ze, setu hi o velet er blenen o tont varzu enho, eur goaz hag eur vaouez ganthi eur bugel bihan.

An tri den estren-ze a dosta oc’h an tri gloareg, a deu d’ho saludi, hag o velet e pebez dienez en em gavont, e kinnigont dezho bouet da zibri, hag e lakeont dirazho eur pred euz ar re c’hoeca.

An tri gloarek, souezet meurbet gant ar pez a zigoueze gantho, o divije caret gouzout piou oa an dud vad-ze. Hogen ho lentegez a viraz outho da c’houlen outho piou e voant. Ep dale avad her goueschont ep he c’houlen. Clevet a rejont eur vouez o lavaret : « Ni eo on eus savet compagnunez Jesus ». Kerkent ha ma o devoa clevet ar